Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 50 -

dennas en Iverzon. 18. Unanig bennag a ziskennas en Arvorig, war an Douar-Bras, e lec’h ma oe kollet abred ar gwel aneze etouez ar Vreiziz all deut goude war o lerc’h.

19. Ar C’hambreïz a zeuas a benn da gemer Bro-Gambre a dreuz hag a hed ; diskenn a rejont, zoken bete Kernew. 20. Bouta a rejont ive tamm ha tamm ar Vreiziz romanaet beteg ar ster Humber. 21. En tu-all d’ar ster-man e savjont c’hoaz eur rouantelez vreizad. 22. E keit-se ar Zaozon a helle kreski o galloud war aochou ar reter hag ar c’hreisteiz. 23. Red eo d’imp lavarout aman n’ez eus bet laret nemet gevier gant an danevellourien bloaz war vloaz, war pez a zell deraou an argadegou sôz. 24. Meuriadou ar Zaozon a zo bet dister da genta. Bet int epad pell amzer dindan aotrouniez ar Vreiziz, ne ouzer netra mui. 25. Ar rouanteleziou bet hanvet rouanteleziou saoz a oa gouarnet gant prinsed vreizad, miret d’imp zoken o hanoiou gant an Istor.

4. Arzur, kampour ar mennoz keltiek. — 26. D’ar mare-man e oe gwelet o para, e Breiz-Veur, dremm skedus ar roue Arzur, ken brudet er bed holl. 27. Araok beza deut da veza eun impalaer doujet, Arzur a oe eur brenin dister. 20. An darn-vuia eus ar c’henta skrivagnerien zaoz pe roman a zo mud e kever ar brenin-meur-man. Perag ? 29. Arzur a zo bet kampour ar mennoz keltiek en e amzer : awalc’h ez eo. 30. An holl danevellourien enep keltiek a re poan d’eze gwelet ar spered hag ar sevenidigez roman o koueza a blad,