Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 49 -

hano a Romania, (pe Ruvein, er yez kambreeg.) 7. Yez ar Romania e oa ar yez latin, da vihana etouez ar bobl-uhel. 8. Etouez ar bobl izel e komzed moarvat eur vriz-yez, latin ha brezonek mesket. 9. Evel m’hon deus laret uhelloc’h, ar Romaned a gwitaas Breiz-Veur er bloaz 407.

2. Argadegou ar Bikted hag ar Skosed. — 10. Raktal goude ma oe pellaet ar Romaned, Breiziz ar goglez (pe an hanter-noz), hanvet Pikted gant tud ar Romania, en em ledas war ar Vritannia ha war ar Romania. 11. Er mare-man, Gouezeled a Iverzon hag a oa laeron-vor anavezet dindan an hano a Skosed, a lammas war ar Vritannia e tu ar c’hreisteiz. 12. Eus tu ar reter, ar Vritannia en em gavo ive tizet gant an dud romanaet. 13. Er bloavez 428, Gourthiern, brenin breizad a ouenn gouezel, o welet e oa ken gwasket gant e enebourien, a reas eun emgleo gant ar Zaozon a oa en em daolet aboue pell amzer en traouien an Tamez. Herve an emgleo, ar Zaozon a dlee ober brezel d’ar Romania. 14. Argadourien Ruvein a oa bleniet gant eur penargadour hanvet Embreiz Aurelian, a zeuas da veza meurbet brudet e pad ar brezel-man.

3. Pez a c’hoarvezas gant an distaoladennou man. — 15. Pikted ar steren, pe gentoc’h ar C’hambreïz evel ma ’n em hanvent int o-unan, a oa bleniet gant ar brenin Kunedda hag e vugale. 16. Dont a rejont da ’n em leda war hanter-noz Bro-Gambre en eur argas dirake ar Ouezeled (pe Gaeled) a oa o veva eno. 17. Ar re-man en em