Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 45 -

deus bevet ar Spered Barzek betek hizio, evel ma vevo da virviken etouez ar C’helted evit difenn ar Gwir eneb ar Bed.

25. Al lezen gristen e Breiz-Veur. — 243. Herve eun hengoun kambreek, Karadog en devoa anavezet e Rom an ebestel Per ha Paol. 244. Goude maro Klaoda, Karadog a zistroas da Vreiz-Veur gant e gerent hag a gelennas al lezen gristem e Kambre-Izel. 245. Herve eur vrud all ar gristeniez a oe kelennet gant « Pomponia Gracina », gwreg ar C’honsul « Plautius » ha gant Klaodina, eur vreizadez a stad-uhel, gwreg d’ar senedour « Pudens ». 246. Komz a rer ive a Joseb Arimati, en devoa anavezet ar C’hrist hen e-unan, hag a zeuas da Vreiz-Veur gant ar Graal santel. Hogen aman ez omp tostoc’h d’ar marvailhou eget d’an istor.

247. Gouzout a rer, reiz-mad, o oa arru krenv ar feiz gristen e Breiz-Veur wardro kreiz an IIIt kantved. 248. Elec’h beza harluet evel er broiou-all, ar gristenien a gavas skoazel er vro-ze. 249. N’ez eus ket bet eno a zent merzeriet evit o c’hreden nemet unan pe daou, herve lavar Gweltas. 250. Mar ez eus bet graet eun enebiez bennag ouz ebestel ar greden nevez, n’eo bet graet nemet gant komzou helavar, ha nan gant benviou da c’houlia.

251. Pa o devoa ar gristenien re a boan o trec’hi gant o frezegennou war ziskibien al lezen goz e c’houlennent skoazel digant Iliz Bro-C’hall ha digant Iliz Rom. 252. Er bloaz 24 sant German