Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 44 -

230. Er bloaz 383 Maksen Gouledig a reas anaout ar Barzaz gant ar Bobl. 231. Koulskoude eur c’hantved goude, ar Barzaz a ’n em gave kouezet izel dre ar brezel a zindan graet d’ezan gant enebourien ar spered keltiek. 232. Er c’houec’hvet kantved ar Roue Arzur a zavas Breuriez an Daol Gelc’h evit urza an Ijinou-kaer, ar Skiantchou, Giziou ha Gwiriou ar Varzed.

233. An daou Varzin, Taliezin, Sant Mabon ha meur a hini all a oa e penn ar Goursez-man. 234. Sant Teilo, Kadog ar Fur, sant Pryderi, a zo bet hanvet tri barz santel Lez Arzur. 235. Int, ha meur a zen brudet eus an Iliz a zo bet izili eus ar Skol Varzek, evel sant David, sant Padarn, eskop Llanbadarn, Deinial-Wenn, kenta eskop Bangor, ha Gweltas ab Kaou. 236. Gorsedd an Daol Gelc’h a chomas 200 bloaz en Aberlec’hour ha 100 bloaz all en Kaergwent.

237. Goude ez eas en Bro-Vorganog e lec’h ma oe roet d’ezan douarou gant an arglouiz evit maga ar Varzed. Ar re-man oa karget da enklaski war ouiziegeziou koz ar Barzaz. 238. Ar Gorsedd koz a oe adsavet evelse.

239. Pa oe trec’het ha lazet Llywelin, prinz Kambre, gant an Normaned (1282), frankiz e vro a gouezas gantan ha Kambre a oe bazyeoet gant Bro-Zaoz. 240. Ar Varzed a oe harluet ha mac’hagnet ; difennet e oe boda ar Gorsedd. 241. Gallout a reas mirout e vuez, rak gorseddou kuz a oe dalc’het beteg an deiz ma c’hellas ar Varzed ober adarre gorseddou digor. 242. Evel se en