Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 36 -

varzed koz ne gomzer nepred nag eus gwaregou, nag eus saeziou. 129 Ar Vreiziz n’o devoa nemet tri benveg brezel : eur c’hleze, eur spek hag eur waf. 130. Lavarout a rer e oa ken helao ar Vreiziz ken ma lazent gant o spek eun evn o nijal. 131. Beza o doa klezeier kam ha klezeier a zaou droc’h. 132. Treid ar spegou hag ar gwafiou a oa e koad ounn pe gwern. 133. Tri arm da ziwall a oa : an tokhouarn, al lurig hag ar skoued. Ar re-man a oa e dir. 134. An darn-vuia eus ar gwiskou-brezel-ze a veze du ; darn a oa lugernus pe marigellet gant kamahu, moarvat re ar vrenined vrudet ; darn a oa glas, liou roet gant livach gwer poaz pe marteze gant tremp an dir. 135. An tokhouarn en devoa pevar goste hag eur bluen velen a-us d’ezan, hanvet plumaour. 136. Al lurig a c’holoe ar c’hein hag ar jave. 137. Ar skoued a oa kelc’hiek hag awechou pevarc’hornek. Bez’ e oa eun toull en o dal, moarvat evit gwelet adreuz d’ezan. 138. Ar meirc’h-brezel o devoa ive eur skoued war o c’hroazellou.

15. Ar boued. — 139. An evachou broutac’het a oa en enor etouez ar Vreiziz : ar bier krenv ha c’houerv hanvet kourv hag ar chufere pe dour-vel nerzus. 140. Ar Bikted, da lavaret eo ar C’hambreïz o chom en hanter-noz, a aoze, herve larer, o evach ar brudeta gant bleun bruk. 141. Ar gwin, deut eus an Douar-Bras, a oa ive evet e Breiz-Veur. 142. Hogen an evach pemdeizek e oa al laez. 143. Ar bara a zo bet ijinet gant ar C’helted. 144. Ar Romaned ne ouient