Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 35 -

Veur na sklaved gouiziek na sklaved diouiziek. Beza e oa Breiziz disket, ha gwella sonaderien a oa er bed. 117. Den ebet n’alle beza Drouiz, na Barz, na sonour nemet Breizad e vije. 118. E gwirionez, aotroune Breiz-Veur a oa disketoc’h a bell eget ar Romaned. 119. Ar C’hallianed hag ar Velged a gase o zud yaouank d’ober o studi e Breiz-Veur, e skoliou an Drouized. 120. Drouized Bro-C’hall a zeue ive da studia eno. 121. Breiz-Veur a oa sellet evel eun douar santelaet, gant Kelted an Douar-Bras. 122. Ar Varzed hag an Drouized a lakae o c’henteliou e barzonegou rimadellet. N’oa ket a re gant ugent bloavez skol evit gallout gonit an hano a zen gouiziek. 123. En tu-hont d’al Lennegez ha d’an Istor, an Drouized a gelenne ar Filosofiez. Ar C’hresianed, pe Helleniz koz, o devoa doujans vras oute. Darn eus ar re-man a lavar e oa ganet ar Filosofiez etouez ar C’helted. 124. Pa studiomp piz kelennadurez an Drouized, e welomp n’ez eus bet biskoaz e bro all ebet filosofiez ken uhel ha ken tost d’ar wirionez.

125. Eul loden gaer a gelennadurez an Drouized a zo deut betek hon amzer. Kavet e ve en eul levr kambreeg hanvet ar « Barddas », pe Barzas. 126. Rom, ker ar fals-doueou, ne oa na gouiziek na fur awalc’h evit dont da gelenni ar Vreiziz. 127. An Triadou, komzet aneze aman alies, a zo kenteliou koz keltiek war bep seurt danvez, deut betek hon amzer, pe dre an envor, pe dre levriou.

14. Ar brezelerez. — 128. E gwerziou ar