Distaoladenn pe gentoc’h taoladenn, ar ger-ze a vez implijet el levr-man evit an taoladennou-tud diwar broadou deut re stank ha red da darn eus ar vroïz klask bevanz e lec’h all.
Doueoniez, ar ouiziegez uhel a ble gant an Aotrou Doue (« théologie » e galleg).
Emganlec’h, lec’h eun emgann, eur c’hrogad etre armeou.
Fenikianed, hano eur bobl eus an Azi, galloudus meurbet dre o c’hemwerz war vor (« Phéniciens » e galleg).
Fokeaned, hano ar boblad Gresianed a zavas ker Varseilh.
Gallianed, ar bobl geltiek a veve e Bro-C’hall gwechall goz (« Gaulois » e galleg).
Gouezel, hano eur rann-bobl geltiek (Iverzoniz ha Skosiz a zo Gouezeled).
Goulars, eur sort maen prisius (« ambre » e galleg).
Hanez, Hanezour, istor, istorian.
Hengoun, stummou ha kelennou deut a rum da rum eus an amzer goz.
Her, heritour. Diwar ar ger her ez eo bet savet disher ha herez. Heman a dalv da laret an « heritach » hag ive ar plac'h a zigouez « an heritach » ganti.
Iberi, hano Bro-Spagn gwechall goz.
Lennegez, labouriou skrid ar varzed hag ar skrivagnerien (« littérature » e galleg).
Meulganet, meulet dre gan.
Meuriad, eur strollad tiadou-tud (« tribu » e galteg).
Nested, kerentiez, heul ar gerent.
Rannvro, darn eus eur vro, « provinz ». Diwar ar ger-ze ez eo bet savet rannvroelez, « régionalisme » e galleg.
Sevenedigez, stad an dud sevenet, ar pez a hanver « civilisation » e galleg.
Steuziet, teuzet, aet da netra.
Warlerc’hiad, an hini a deu war-lerc’h eun all.