Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ROLL


ar geriou diaes da intent a gaver el levr-man


————
A

Alouber, an hini a deu da « aloubi » (kemer dre nerz) eur vro.

Anavezaden, tro graet gant eur bagad soudarded, da « anaout » eur vro.

Argadi, sailha war eur vro gant eun armead soudarded. Diwar argadi ez eo bet savet ar geriou argadour, pen-argadour, henargadour.

Aroueziet, warnan eun arouez pe merk. — Paper aroueziet, paper-timbr.


B

Belliaj, ar rann-vro a oa gwechall e dalc'h eur sort barner hanvet belli.

Breutaer, advokad.

Broadel, a zell ouz ar vroad (« national » e galleg).


K

Kadarnded, kalonded (« courage » e galleg).

Kamahu, eur sort livach prisius graet gant gwer teuzet (« émail » e galleg).

Kampour, difennour-meur, difennour eur gaoz uhel.

Kartadis, eur boblad mordeidi ha marc'hadourien pinvidik-mor ha galloudus a veve en Afrik gwechall goz (« Carthaginois » e galleg).

Keneiler, an neb a eil unan bennak, a genlabour gantan.

Kensiellour, eun den uhel a vez karget eus gward ar siellou, pe eus uhel-renadur al lez-varniou.

Kevredour pe Kevredad, an hini a ra kevredigez (pe unaniez) gant eun all, a gerz a gevred (pe a-unan) gantan.


D

Danevel, displegaden, istor.

Daskori pe daskor, dakor, rei, renta.

Digreizi, adrei d’ar ranvrolou ar galloud dleet d'ezo hag a zo bet aloubet gant ar ger-benn, digerbenni eur vro. Diwar digreizi eo bet savet ar geriou digreizer, digreizerez pe digreizelez (« décentralisatton » e galleg).

Diel, eur paper-skrid da anaout gwiriou eun den pe eur c’hevredad-tud.