Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 97 -

e oa an hini a zo chomet ar vrudeta. 11. Evit kenenvori Seziz ar Bastilh, diskaret ar 14 gouere 1789, Pariz a zavas eur gouel-berz, gouel an Emgevredigez pe « Fédération ».

3. Abegou ar Chouanerez. — 12. Mar doa troet bourc’hizien ar c’heriou ouz an Dispac’h, dre ma izelae heman darn, epad ma save darn-all, tud ar maeziou a oa yenoc’h outan. 13. Ar c’houerien hag an noblans izel a veve e peuc’h, henvel o giziou, o pleustri an eil gant egile hag o timezi o bugale etreze. 14. Ar c’houer breizad ne oe gwasket gant an dienez nemet epad ar brezeliou bras evel hini Herez ar Gurunen, brezel ar Re Unanet, trubuilh an Arouez Paper, pe krougadegou ar Penmoc’h.

15. Biskoaz ne oa bet sklavour evel ar Gall. 16. En tu-hont da ze, dre ma oa stag ouz o feiz, ne felle ket d’ezan kaout d’ober gant beleien « touerien ». 17. Mont a reas eta da heul ar re a zeue da gemer renadur an enebadeg ouz an Dispac’h : tudjentil ha kloer.

4. Maro ar Roue a lakaas kanvou e Breiz. — Loeiz XVI a oa bet dibennet dre urz ar « Gonvansion » an 21 a viz genver 1793. Pevarzek kannad a Vreiz a votas evit hen kas d’ar maro hag eiz war-nugent a votas evit hen kas d’an harlu epad e vuez. 19. Tud ar c’heriou, kaer o devoa beza dispac’herien, a zinac’he, kalz aneze, an torfed-man hag an dud diwar ar maez o devoa ankouezet ar gaou gret ouz o bro gant Rouane Bro-C’hall. 20. Er « Vendée » oe savet armeou