Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 96 -


EIL LODEN


Breiz aboue 1789


1. Breiz a goll he Broadelez. — 1. Breiz n’he devoa kaset d’ar Breujou nemet kannaded an Drede Stad, da laret eo re ar « C’hommunou ». 2. Ar re-man a reas gwella m’halljont evit ober d’ar Fransizien gonit ar frankizlou e oant o klask evite o-unan. 3. Sevel a rejont e Pariz ar C’hlub breton a zeuas hep dale da veza Klub ar Jakobined. 4. Mennoz ar Vreiziz e oa hini an Dispac’herien vras. E nozvez ar 4 Eost 1789 ar Vodadeg vroadel a ziskaras gwir an dalc’h pe « le droit féodal » : Noblans, beleien ha bourc’hizien en em gavas unanet. 5. Ar Chapelier, kannad Roazon, a rene ar vodadeg-man. 6. Kannaded Breiz a vevezas (zakriflas) gwiriou o bro war « Aoter ar Vroad » ; koulskoude o c’henvrolz n’o devoa ket roet d’ezo aotreadur d’ober kement-se. 7. Breiz, kollet ganti he Broadelez, a oe rannet e pemp « departamant » hag an departamanchou a oe rannet e « distrigou ».

2. Ar C’hevredigeziou, pe « Fédêrations ». — 8. E Breiz, an Drede Stad, pe ar Vourc’hizien, a veule an Dispac’h. 9. Ar Vourc’hizien yaouank a ’n em gevrede er c’heriou evit toui beza feal da « Wiriou an Den hag ar Sitoian », chom leal e-kever ar Vroad, al Lezen hag ar Roue. 10. Kevredigez Breiz-Anjou, emvodet e Pondi, epad miz genver 1790,