Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —

Pere en afflije dre dourmarcho garo.

Ar C’hondt.

An destruction, hac en a zo pec’het ?

Bernard.

Enes eo ar brassan ha guement ha gaffet,
Diffen a ra Doue drouc-comz dimeus a den.

Ar C’hondt.

Evit injurio n’allan quet da zouten,
Hac e tammaller din bemde muï oc’h vuin
Ha rac se e rancan allies en em venjin.

Bernard.

Sonjet, me ho suppli, en passion hor Salver,
Hac e tismanto ailiez ho coler :
Jesus ne fache quet ous ar re en maltrete,
Pidi a re e dad c’hoas evit ar re-ze.

Ar C’hondt.

N’allan quet beza douç ouz an ignorantet.

Bernard.

Neus den en ho contre a raï goel pa gueret.

Ar C’hondt.

Mar studian bepret continuellamant,
Na mar pedan ive Doue incessamant,
E collin ma squiant, an dra-ze zo patant.

Bernard.

Labour muï oc’h muin, lavaret a ran dit,
Evit goellan ma c’hilli pellat an diegui.

Ar C’hondt.

Mar roan ma oll vad dar bevien adare
Petra vo a ri-me va hunan goude-ze ?

Bernard.

Ne heus-te quet clevet penoz ar pinvidie
A zo bet eun ingrat, ha chetu an daonnet :
Doue a ro dimp oll entrezomp var ar bed,
Da zibri, da effan, p’or be naon pe sec’het.
Autro, ret eo dibri hac effa zo ive,
Non pas dre gourmandie, mes dre necessite.

Ar C’hondt.

Gant va c’hompagnunes alliez e laran
Calz a gomzo lubriq d’en em divertissan.