Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

Rac se ne ran istim a nicun aneze.

Bernard.

Me lavar did, mechant, penoz e zout tromplet,
Rac dimeus ha ludu ha poultre zout savet ;
Goude an orgouil-ze pini a guemeres,
Ha te en deus esper da voelet eun deves
Hor Salver biniguet en pales an Drindet.

Ar C’hondt.

Fin da guemen-se tout, nen em zourcian quet,
Me a zo pinvidie hac ive puissant
Hac a dremen partout evit enn den vaillant.

Bernard.

Ha pebes follentes, ha pebes sort sottiç
Eo lacat plijadur da garet ar bettiç,
Pa c’hellomp acquizitta ar gloar celestiel
Queit a ma zomp er bed dre c’hraç an Eternel.

Ar C’hondt.

Me a zo puissant hac a gle commandi
Dan oll e rin marcha dre lec’h ma leverin.

Bernard.

Nan deo quet te ar mest ; rac se, me lavar dit
He cleffes aboissa pa gommand Doue dit.

Ar C’hondt.

Penos, te ve am mesprisse e lec’h ne ven me quet !
Lavar din quement se, me gare da glevet ?

Bernard.

Mar dout dreist ar re all ebars en grandeurio,
E ve goel dit beza en eur plaç all ous trao ;
Nep a goez a huel a zo goas dezan pel
Evit unan bennac a goeffe a izel.

Ar C’hondt.

Doue ne lavar quet caret nep am c’hassa
Nac an nep am repren, am laca da facha,
Mar carfent ac’hanon ne lavarfent quet se,
Rac se e zeo ret din cavet maliç oute.

Bernard.

Pa voa Jesus er groas en deveus lavaret
Penos e vije ret d’an oll en em garet,
Rac en a bardonnas d’ar pec’her e varo,