Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

Goel vige dec’h, ma breur, ne vijac’h quet erouet
Ha laquet da netra, va c’hridi a hellet,
Evit dont da derri ar bianna gourc’hemen
En deus groet hor Zalver, an dra-ze zo certen.

Ar C’hondt.

C’houi a hel ober ze, oc’h eus doujanç Doue ;
Ne vang netra dec’h, tout hervez ho polonte :
C’houi a zo pinvidic, puissant er bed-man,
Quement a zezirit ne zefot dec’h netra,
Ar rozen ar merc’het d’en em divertissa,
C’houi a zo sur evrus ha contant er bed man.

An Duc.

C’houi ho pezo ive evel ma veritet,
Mes ret eo dec’h ober evel ma zeo gleet ;
Rac me ne gredan quet e ve den er bed-man
A deuffe d’ho refuz, m’oc’h assur an dra-man.

Ar C’hondt.

Ne gredan quet e ve evit eur feumeulen
Unan quen excellant ebars en ep tachen
Evel ma zeo homan. Charmet eo ma c’halon
Oc’h admira he guenet, he daoulagat mignon :
Ret eo din e c’havet, an dra-ze a zo scler,
Ha te pa out savant que da bridicater.

An Duc.

Farsal eo a res, cas ganez va friet.
Me golo va oll vad ha va bue guenet
Evit difen ouzit mar fel dit ober ze.
Ne heus-te quet a aon rac jujamant Doue ?

Ar C’hondt.

Vantre sacre mornon ! me renonç da Zoue ;
N’en deus quet a farço ebar en affer-ze :
Me ranco e c’havet p’otramant da vue,
Rac se, hep contenanç, en em resolv da ze.

An Duc.

Barbar hac inhumen, tirant ha revoltet,
Ha te ve quer cruel quemeret va fried ?
Cas ganez va oll vad ha ro patiantet.
Les gane va fried a garan quen parfet.

Ar C’hondt.

Ne gomz quet davantach. Croguet enni potret,