Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

Ha te en em rento, lavar din effrontet ?
Terrubl he zout hardi gant da dad Mahomet.

Ar Roue.

Birviquen an dra-ze ne raen evidout,
Goel ve guenen cant coech perissa en irvout.

Ar General.

He bien ! Autro, a c’houi en em rento ?

Ar Roue.

Sicour a c’houlennan digant ma idolo.

Ar C’hondt.

Evit da idolo meus aon, nan dout goassa.

Ar Roue.

Mars, Jupiter, Venus, a re ze a adoran.

Ar C’hondt.

Penos, tra effrontet, c’hoas n’en em renti quet !

Ar Roue.

Vantre sacre mornon ! Ma nan don glac’haret !

Ar C’hondt.

Rent din prest da glenvez, ne pezo drouc ebet.

Ar Roue.

Goel vez guenen cant coech beza disparfoeltret.

Eun Diaoul.

Me a renonç a gren, ma na gueres tehet :
Evidon me, ma den, ne chomin quet guenet.

Ar C’hondt.

Avis a ra guenen he clevan an diaoul
Ho combatti ouzin evel eur Roue fol.

Eun Diaoul.

Fors ! fors ! fors ! voar ar C’hondt.

Ar Roue.

Biscoas n’am boa guelet eum den quen divergont.

————
Ar C’hondt.

Eman zo bet c’hoari oc’h eus guelet aman,
Biscoas ne meus goelet tud evel ar re-man.
Lavaret mad voa din he voa an Turquiet
Tud ar re terrupla a guement a gaffet ;
Mes mar fel deze muin lavaret guir ouzin,
Me grougo ar Roue hac e dud a devin.