Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

Ar Roue.

Par la tete mornon ! Jupiter ma Doue,
Chetu ny armet cloz ma guzul adare ;
Ha deus d’am instrui ha da lavaret din
Penoz pe en fesson he tleer combattin.
Rac c’houi zo Jupiter, Roue d’an oll astro,
Hac ar mest general var an oll idollo.

Ar C’henta Consailler.

Sir, me oc’h assur, pa vezin me tommet,
Evit unan na daou na vin quet surprenet.

An eil Consailler.

Sir, me a ya breman da denna voar e dy,
E gastel hac e ker en antier a razin.

Tenna a ra var ne.

Ar C’hondt hac e dud a lavar en coler :

Vantre tete mornon ! petra zo a neve,
Ma tenner em c’hastel hep goulen ma c’honge ?
Ah, ah ! chetu aman ar Roue a Durqui,
Eman zo courajus evel ma livrini.
Me ho salud, Sir, a greïz va c’halon.
Terrupl oc’h effrontet tenna quen direzon,
Hep goulen ar c’honje deus a mest ar ker-man :
Me gret ne ouzoc’h quet piou a chom aman.

Ar Roue.

Ny zo deut aman expressament, Autro,
Evit rei brezel dec’h dre c’hraç hon idolo.

Ar C’hondt.

Par la tete mornon ! Penos, tra effrontet,
Ma medi ho courach. Alon, ma soudardet,
Tennet ho cleveyer ha lamet var neze.

Ar Roue.

Mahomet, Jupiter, parfoeltrit ho fenno,
M’or bezo ar victoar dre graç on idolo ;
Ny en em zicouro gant artific ive,
Hon azistet eta doueyo deus an Eê.

Ar C’hondt.

Ho ! ne batten biquen da glevet ho langach,
Ho clevet da gomzo me ha ya en arach.