Rac se bezet contant bepret da anduri
Er bed-man poan ha fatiq, abars ma hefet di.
Ma Doue, ma C’hrouer, me ho trugareca
D’am beza bizittet hac assistet breman,
Gant eun El deus an êe, rac me ne voan quet dign
E teujac’h d’am ziffen ous ar speret malin.
Ne bon, ni a zeuïo bepret d’ho coaranti
Dious an diaoullo, mar deuont d’ho tenti.
Rac se me ho suppli da zonjal en Doue,
Ma vezet evuras er barados goude.
Moez divin deus a beurs an Eternel,
Me ho trugareca aman, Speret santel.
D’am beza bizittet breman gant an Elle,
Dre ho misericord, ous ma necessite.
Ha c’houi, ma El mad, zo guir cannat Doue,
Me recommand dec’h ma c’horf ha ma ine ;
Ma henoret bepret deus ho compagnunez,
Ma voelin ma Doue gant ar Sent assambles.
Diaout ! chetu ni revinet ar voech-man,
Pa na ellomp mui dont a ben a eman.
Evit quement tourmant on deus bet groet dezan
Non deus james gallet e gas deus an ty-man.
Ret eo dimp c’hoas eur voech donnet d’en incitta,
Dre dentation no donnet da drec’hi varnezan.
Dimeus eur feumeulen ar form a guemerin,
Neuze e c’hin d’e dy evit dont d’en tenti.
Ma zad, me ho suppli da zigueri ho tor
Da eur groadures zo o c’houlen digor.
Na piou a zo aze ha fel dezan antren ?