Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

Ni a dorfe e goug hac en precipite
En creïs puns an ifern, assuret omp a ze.

An Eil Diaoul.

Ze eo dimp da ober, rac se breman
Gant tentationno bemde d’en tourmanti.
Demp breman da ober curuno ha luc’het,
Ni raï dezan crena hac e vezo spontet,
Ha pa vezo spontet groet dezan tourmancho,
Mar deu er mes an ty neuze ni en attrappo.

Ar C’henta Diaoul.

Demp prest da ober ze, ni a raïo dezan da
Quen n’or bezo gallet dont a ben anezan.

Sant Guillarm.

Ma Doue, ma c’hrouer, me ho pet ar vech-man
Dre ho misericord da zont d’am azistan
A enep an droug speret a fel arre dezan
Donnet da ober din quittat dens ar plaç-man.
Ha c’houi, Goerc’hes Vari, mam dan Autro Doue,
Me a recommand dec’h ma c’horf a ma ine ;
Goulennet din ar c’hraç digant ho map breman
Man bezo azistanç ha sicour digantan,
Ha pardon deus ar c’hrimmo a meus groet er bed-man,
A voellan o c’houlen bepret justiç ontan.
Goulennet din poannio er bed-man digantan,
Da bea ar fotto a meus groet er bed-man ;
Ha lemel an horol am c’hrimmo commettet,
A voelan o c’houlen justiç ontan bepret.
Rac se me ho suppli da gaout ar vadelez
Da zont da azista breman eur pec’her quez.
Reit din eur merq benac da c’hout penoz e zeo
Roet din ar pardon deus ma oll pec’hejo ;
Ha me a zo contant bepret da anduri
Quement sort tourmancho a vezo roet din.

An El Raphael.

Or sa, en em gonsolet breman a vir galon,
Rac contantet oc’h eus Doue, roue an tron.
Bet oc’h eus gouir bardon dimeus ho pec’hejo,
Assuret oc’h da vonnet eun de dar barrados.