Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

Gant ar Pap veritabl, en deus din ordrenet
Donnet d’ho cavet da receo pinijen
A vo ho madelez breman din da ordren.

Sant Bernard :

Me non don quet capabl da reï dec’h pinijen
Pini ve convenapl dec’hu en ep moyen ;
Rac pa gonsideran quement a pec’hejo
Oc’h eus groet er bed-man, oc’h offanci an Autro,
Ne ouffen en ep guis reï dec’hu pinijen :
Rac pa ve difframet ha losquet oc’h esquerno
Ha douguet evit scoer var an oll croas incho,
Pa ve torret ho pen ha brizet ho mempro,
C’hoas ne ve quet avoalc’h pa ve groet quemen-se,
Da appezi avoalc’h coler an Autro Doue.
Pa ve troc’het bemde diouzoc’h eun ezel,
Hac an neubeadigo groet dec’h bemde mervel,
Goudeze dastumet, lequet en eun tantat,
Goude gant an avoel donnet tout d’ho goentat,
Dec’h ne ve quet c’hoas groet anduri re,
Evit appezi coler an Autro Doue.
Me lavar davantach, pa vec’h en beo losquet
Evit dont da vervel en eur forn gorret,
C’hoas ne gaffen quet n’ho pe peur beet
Evit an oll fautto oc’h eus bet commettet.

Sant Guillarm :

Ma zad, me meus esper en madelez Doue,
Hac e vin pardonnet c’hoaz evit quement-se ;
Rac Mari Madalan, a zo bed pardonnet,
Hac e devoa, sivoas, quercoulz a men pec’het.

Sant Bernard :

Gouir sur a leveret, pec’heres voa ive,
Mes contantet e deveus da justiç eun Doue.

Sant Guillarm :

Me a zo quer contant da zont da anduri,
Pa meus bet ar malheur, sivoas, d’en offançi.

Sant Bernard :

Ho crimo zo quer bras ne on pe dre voyen
E teuffen da reï enep sort pinijen.

Sant Guillarm :

Brassoc’h eo graç Doue da zont d’am pardonni