Rac se, me ho suppli da serri ho queno.
(Guisca a rer ar guir Pap.)
He bien, tad santel, me ho pet ar vech-man
Dre ho mizericord da zont d’am pardonnan.
Ma map, me ho pardon hac a bedo Doue
Deus a greïs ma c’halon m’bo pardonno yve,
Hac a ro dec’h breman en antier absolven,
Gant ar gondition ma refet pinijen.
Et da gavet Bernard, enes zo eun den mad
Hac a zeuï d’ho receo evel pa vec’h e map.
An tad Bernard a zo eun den santel meurbet,
A obteno graço dec’h digant an Drindet,
Ma vezo pardonnet dec’h oc’h oll pec’hejo,
Ma n’em voëlimp en êe goude on trubuillo.
Me a ya d’er gavet en anno va Doue,
Doue da reï dimp ar c’hraç d’en em goelet en êe.
Ya, gant graç Doue, mar groet guir pinijen
E vezet pardonnet, Doue na c’houlen quen.
Grin gant c’hraç ma Doue, pa gleffen bout lazet,
Me raï ar binijen a vo din ordrenet.
Adieu heta, ma map. Ho pezet quun bemde
Da veza offancet Jesus, crouer an êe.
Dem da gavet Bernard breman, ma mignonnet ;
Pedet Doue evidon ma vezin pardonnet.
Oblijet omp da-ze, credet se assuret,
Ni bedo evidoc’h tri ferson an Drindet,
Ma vezo pardonnet dem-ni hor pec’hejo,
Ma n’em voelllomp en êe goude on oll boannio.
De bonjour dec’h, ma zad. Chetu ma digasset.