Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

Dimeus an affroncho pere a rer dezan,
Ret eo dimp pardonni mar deziromp cavet
Pardon deus ar pec’het hor be bet commettet.

Sant Guillarm.

Demp en anno Doue da gommanç rapari
Darn dimeus ar fauto a meus groet, sivoas din !
Adieu dec’h, tad Bernard ; pedit a vir galon
Doue dre e vadelez da reï din guir bardon.

Sant Bernard.

Ya, gant c’hraç Doue, me a bedo bemde
Ma Salver biniguet vit ma hefet en êe,
Ma vo e bolonte donnet d’ho pardonni,
Hac ar c’hraç digantan dec’h da berseveri,
Da ober pinijen deus an droug oc’h eus groet,
Ma vezet rentet dign da voelet an Drindet.

Sant Guillarm.

O Doue eternel, Crouer ar firmamant !
O Jesus, map da Vari, c’houi zo oll-puissant !
O Drindet adorapl, tri ferson en Doue !
Me a gret oc’h o tri er memeus calite.
Homan zo din eur c’hraç a meus me rancontret,
Dre c’hraç ar Voerc’hes sacr me a zo pardonnet.
Va ine, sivoas din, a voa et dan ifern,
Paneved Sant Bernard me am bije anquen.
Da henes e clean, ya gant guirionne,
Da Bernard e clean pen-da-ben ma ine,
Me a ïa breman da gavet an den santel,
Pan deo ordrenet din na zalein quet pel,
A zo aont en draouïen, tost hemedi aman ;
Pa’n deo din ordrenet ret eo aboïssa.
Rac se, ma oll dud quer, bezet fidel bepret,
Ha goulennet sicour digant roue ar bed.

————
Ar Roue Turcq, e suit hac an Diaoullo.
Ar Roue Turcq a lavar :

Arrettet, eamarad, terrupl e zoc’h chanchet ;
En eun dezert bennac, e credan, e zout bet
Oc’h ober pinijen dimeus da follente.
Ha c’houi oc’h eus breman bollonte couscoude