Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —

Ha groet dezan insult quement oc’h eus carret,
Ha mar oc’h eus dezir evit monnet dan êe,
E renquent en lacat en e oll dignite.
Ne apparchant ouz den donnet da choaz ar Pap,
Doue a renq e rei evit e gavet mad.
An Escop oc’h eus bet chasseet deus an ilis
A renq dont ive adare var e c’hiz ;
Dindan boan a pec’hi, pepini aneze
A renquet da lacat en ho oll dignite.

Sant Guillarm.

Me raïo quement-se gant graç ma Doue ;
Me a iello da Rom, hac o lacaï arre.
Pep hini aneze ebars en dignite :
Hac ho fet a galon da zont d’am pardonni,
Pan don bet quer mechant da zont d’ho offanci.

Ar Pap.

Ya zur, ma map quer, m’ho pardon a galon,
Hac a ro dec’h ouspen ma benediction, pour
Hac a meus eur joa vras p’ho coellan distroet,
Rac eun aon vras am boa na vizac’h bet collet.

Sant Guillarm.

Ha c’houi, Autro Escop, diguenec’hu ive
E c’houlennan pardon, palamour da Zoue,
Dimeus an insolanç a meus ive dec’h groet
Er ker deus a Poëtou, pa n’ho poa merittet,
Memeus oc’h oblijet a enep lezen Doue
Da reï dime arc’hant, queun vras a meus da ze.

An Escop.

Deus a greis ma c’halon me deu d’ho pardonni
Hac a bed ar Voerc’hes da zont d’ho proteji,
Ha da reï dec’h graço a vezo necesser
Da observi lezen zo groet gant hor Salver.

Sant Guillarm.

Doue d’ho peo deus ar c’hraç din a ret
O tont d’am pardonni, rac ner meriten quet.
Me ho trugareca deus ar vat a ret din,
Rac me meus bet groet dec’h goassa ma illin.

An Escop.

Arabat eo da zen cavet sonch er bed-man