Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
ST. MAHEU.

en ziarbennas, én ul laret : Petra chonget-hui, Simon ? A zoh pihue e guemér rouéieu en douar en devér hag en tausseu ? A zoh hou pugalé hemp quin, pe a zoh en dud a zianvez ?

25 Pierre e laras dehou : A zoh tud a zianvez. Jesus e laras dehou : Er vugalé enta e zou quit d’hou faiein ?

26 Neoah, guet eun ma hrehemb en arben-a-lanm dehai, quêrhet d’er môr ha taulet hou rudeu ; hag er hétan pesq e vou sàüet ag en deur, queméret ean ; ha p’hou pou digueoret é guenneu hui e gavei ur péh argant : Queméret er péh-zé, ha reit ean dehai, aveid-on hag aveid-oh.


Pennad XVIII.


EN amzér-zé en disciplèd e dostas de Jesus, hag é laras tehou : Pihue e vou er brassan é Ranteleah en Nean ?

2 Ha Jesus e halhuas ur hroaiduricg, el laquaa én ou hreis, hag e laras tehai :

3 E guirioné m’el lare d’oh : Ma ne zistrohet quet ha ma ne zet quet de vout haval doh er vulgalégueu, ne yehet quet de Ranteleah en Nean.

4 Pihue-benac e za de vout bihan él er hroaiduricq-cé, e vou er brassan é Ranteleah en Nean.