Mont d’an endalc’had

Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
PENNAD XIV.

17 Ind e laras dehou : Ni n’hun nès amen meit pemp baraén, ha deu bésq.

18 Hag ean e laras tehai : Digasset-hai a-men d’eign-mé.

19 Ha goudé bout gourhemennet d’en dud azéein arh er hiaut, e gueméras er pemp torr bara, hag en deu besq, hag én ur zellet trema en Nean, e hras é vennoh, ou zorras, hag e hras en torheu bara d’é zisciplèd, hag en disciplèd d’en dud.

20 Hag en ol e taibras, hag e oént goalhet ; hag ind e gassas guet hai deuzêc pannerad lan guet en tammeu e oé chomet arh-hou lerh.

21 Hag er ré en doé daibret e oé ardrô puemp mil a dud, hemp er groagué hag er vugalé.

22 Ha quentéh Jesus e hourhemenas d’é zisciplèd crapein én ur vâg, ha tremen en é raug én tu ral ag en aud, é-pad ma cassé ean en dud d’é hent.

23 Ha goude bout casset quit en dud, Jesus e yas é hunan arh ur manné aveit pedein. Deit-oé en noz, ha Jesus e oé attàü é hunan arh er manné.

24 Hag er vâg e oé é creis er môr scoeit, a bep tu d’en houlenneu, rac ma oé en ahuél a-bén.

25 Mæs d’er bedairvet termen ag en noz, Jesus e yas devat-hai, én ur guêrhet arh er môr.