Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
ST. MAHEU.

9 Hag er roué e oé glaharet guet quement-cé : neoah, rac touïet en doé, hag aveid pligein d’er ré e oé guet-hou doh taul, ean e hourhemennas en rein dehi.

10 Hag ean e gassas unan ag é berh de ziben Yehan ér rangenneu.

11 Hag é ben e oé digasset én ur plat, ha reit d’er plac’h youancq, péhani en digassas d’hi vam.

12 Hag é zisciplèd e zas, hag e gueméras é gorf hag el laquas én ur bé ; hag ind e yas de laret quement-cé de Jesus.

13 Pe gleuas Jesus quement-cé, e dremenas a vazé én ur vâg, hag en hum dennas a dû d’ul léh distro ; ha pe gleuas en dud en dra-zé, ind en helias arh dreid a zoh er hærieu.

14 Ha pe yas Jesus quit, e huélas un nivéh vras a dud, hag ean en doé truhé doh-t-hai, hag e yahas ou zud clan.

15 Hag ardrô en handerhue, é zisciplèd e zas d′en gavouèt, én ul laret : El léh-men e zou distrô, hag en amzér e zou berreit ; casset en dud-cé quit, aveid ma elleint monnet ér hærieu, ha ma preneint bouid aveid hai.

16 Mæs Jesus e laras tehai : N’é quet ret-tehai monnet quit, hreit hui de zaibrein dehai.