Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
ST. MAHEU.


Pennad XIII.


MÆS en dé-zé, Jesus e yas er mæz ag en ty, hag azéas é-tal er môr.

2 Hag un nivéh bras a dud en hum zastumas arh é drô ; hag ean e pinias arh ur vâg, hag e azéas ino ; hag en ol dud e chomas arh en aut.

3 Hag ean e laras dehai hilleih a dreu dré lavar-cuhet, én ul laret ; Nezé ur hadér e yas er mæz de hadein.

4 Hag él me hadé, lôd ag en hâd e gouéhas a-héd en hent ; hag en eïnet e zas, hag er daibras.

5 Lôd arall e gouéhas é léhieu meïnec é peléh ne gavé quet calz a zouar, hag e zàuas bean, rac n’en doé quet douar erhoalh.

6 Quentéh él me zàuas en hiaul, had e loscas, hag él n’en d’oé quet a hourien, e séhas.

7 Lôd arall e gouéhas é creis en dreign, hag en dreign e crescas arh’en drô guet hou, hag er vougas.

8 Ha lôd arall e gouéhas en douar mad, hag e zougas hilleih a fréh, cant eid unan, tri-uiguent en arall, tregont en all.

9 E nemp en dés discoharn de cheleue, chelueuet.

10 Hag é zisciplèd e dostas, hag e laras dehou : Perac e conze-t-hui dehai dré lavar-cuhet ?