Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
PENNAD XII.

ean e valé dré léhieu séh, én ur clasquein couar, ha n’er have quet.

44 Nezé e lare : Distroein e rein arré d’ém zy, a béhani é-on deit : ha goudé distroeit en dès, ean e gave en ty goulihue, scupet ha campennet.

45 Nezé monnet e hra, hag e guemér guet hou seih sperèd arall goahoh aveid hou ; hag goudé bout oeid én ty, ind e choume ino ; hag en eil stad ag en dén-men e zou goahoh aveid er guilé. El-cé e digoéhou d’er rumad-tud fall-men.

46 Ha pe conzé hoah d’oh en dud, chetu é vam hag é vredér e oé er mæz, hag ind e clasqué de conz tehou.

47 Nezé unan benac e laras tehou : Chetu hou vam hag ou vredér e zou er mæz, hag e houlenne de conz do-hoh.

48 Mæs ean e laras d’en hani en doé conzet dehou ; pihue é me mam, ha pihue é mem bredér ?

49 Hag ean astennas é zéoum arh é zisciplèd, hag e laras : Chetu me mam ha mem bredér.

50 Rac pihue-benac e hra pé en dès hourhemennet me zad péhani e zou en nean, hinnéh e zou mem brèr ha me hoèr, ha me mam.