Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
ST. MAHEU.

ziar hou lagad, ha nezé hui e huélou splan aveid lemel er blouzen a ziar er lagad hou prér.

6 Ne taulet quet en treu glan der châs, ha ne daulet quet hou perleu dirag er môrc’h ; guet eun n’ind ou flastreint idan ou zreid, ha ne zistroeint inemp d’oh, aveid croguein arh-n-oh.

7 Goulennet, hag e vou reit d’oh ; clasquet, ha hui e gavou ; scoeit, hag e vou digueoret d’oh.

8 Rac quement hani e houlenne, e vou reit dehou ; hag en hani e glasq e gave ; ha d’en hani e sco e vou digueoret.

9 Pé pihue e en dén anoh-hui, mar goulenne é vab bara, e hrei dehou ur mein ?

10 Pé mar houlenne ur pésg, e hrei dehou un aër ?

11 Nezé enta, mar houyet hui, ha hui droug, rein treu mâd d’hou pugalé, peguement muioh hou Tad péhani e zou én Nean ne hrei-ean treu mâd d’er ré e houlenne diguet hou ?

12 Groeit enta d’en dud er péh e garehé e rehènt d’oh : rac-ino é-ma el lézen hag er brofæted.

13 Quêrhet dré en ôr enk, rag ledan e en ôr, hag eon en hent e gasse d’er gollédigueah, ha bout e zou calz ag e ya dré ino :

14 Na enk e en ôr, ha moan en hent e gasse d’er