Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
PENNAD VII.

31 Ne hum néhancet quet enta, én ul laret : Petra e zaibrehemb-ni, pé petra e ivehemb-ni, pé a beban hur bou ni d’hum husquein ?

32 Rac er bayannèd e hum néhance ehué a zivout quement-cé. Mæs eid oh-hui, hou Tad péhani zou én Nean e hanaùe hou t’obérieu.

33 Glasquet enta de guetan pèn, ranteleah Doué hag é madeleah, hag en ol treu-zé e vou reit t’oh oh-pen.

34 Rac-cé ne hum néhancet quet eid en entrenoz ; rac en entrenoz en hum néhancei aveid ean hé unan. Erhoalh de peb dé é zroug.


Pennad VII.


NE varnet quet, aveid ne vehéh quet barnet.

2 Rac a zoh er varn e varnet e véhet varnet ; hag a zoh er muzul er vuzulet, e vou muzulet t’oh.

3 Ha perag e sellet-hui doh er blouzen én lagad hou vrér, ha ne huélet quet en treust e zou en hou hani ?

4 Pé penaus e laret-hui d’hou prér, Lausquet me lemel er blouzen a ziar hou lagad, ha chetu un treust e zou en hou hani ?

5 Tud lan a gueùïér, tennet de quetan en treust a