Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
PENNAD VI.

15 Mæs mar ne zistolet quet d’en dud, hou Tad ne zistolou quet quen-nebed d’oh-hui hou féhedeu.

16 A pe yunehet, n’e quet ret-oh hum ziscoein trist, él ma ra en dud lan a gueùïér, péré e zisco un tal dislihuet, eit ma huélou en dud e yunant. M’el lare d’oh, é guirioné, digueméret ou dès ou gôbr.

17 Mæs a pe yunet, sàüét hou pèn, ha golhet hou zrem ;

18 Gued eun ne ziscoehet d’en dud e yunet ha n’er gouyou meit hou Tad péhani e zou én Nean ; hag hou Tad péhani e huéle er péh e zou en hou galonneu, e hrei hou gôhr t’oh.

19 Ne zastumet quet trezolieu ar en douar, rac er mergl hag er prinhuèd e zaibre en treu-zé, rac el laëron ou dizoar, hag ou hasse guet-hai ;

20 Mæs dastumet trezolieu én Nean, inou er mergl nag er prinhuèd n’ou dismanteint quet, inou el laëron ne doulleint quet ar nehai, n’ou laëreint quet ;

21 Rac él léh mei hou trezol, inou é ma ehué hou calon.

22 Gouleuen hou horf é ma hou lagad ; rac-cé, mar d’é splan hou lagad, hou ol gorve e vou luguernus.

23 Mæs mar dé droug hou lagad, hou ol gorve evou tihoël. Mar dé enta tihoeldæt arh er gouleu e zou én hoh-hui, péguen bras e vou en dihoeldæt-cé !