Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
ST. MAHEU.

hag é corneu er henteu, aveid me véint guélet gued en dud. E guirioné e laran d’oh, penaus digueméret ou dès ou gôbr.

6 Mæs hui pe bedet, quêrhet en hou gambr, ha goudé en dout cherret en ôr pedet hou Tad én cuh : hag hou Tad péhani e huél én cuh, e hrei doh hou gôbr dirac en ol.

7 Mæs pe bedet, ne gonzet quet calz, él me ra er bayaned, rag ind e chonge penaus e ma dré un nivéh a conzeu e véint cheleuet.

8 Ne véet enta haval doh-t-hai, rac hou Tad e houér petra e hoès hoant, araug me houlenet diguet hou.

9 Rac-cé hui pédet él-men : Hun Tad péhani e zou én Nean : hou ç’hanhue revou meûlet

10 Hou ranteleah digasset-d’emb ; hou ioul revou groeit ar en douar avél én Nean.

11 Reit-d’emb hinihue hur bara pamdiêc.

12 Distolet-d’emb hun délé, él ma zistolamb ehué d’hun déléourion.

13 Ne hun lausquet quet de vout feahet guet er goal-chongeu ; mæs hun distaguet ag en droug. Elcé-re vou groeit.

14 Rac mar distolet d’en dud hou féhedeu, hou Tad péhani e zou én Nean e zistolou ehué d’oh-hui hou féhedeu.