Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
ST. MAHEU.


Pennad V.


JESUS é huélet un nivéh tud doh en héli, e yas ar ur manné ; hag azéas ino gued é zisciplèd tro-ha-tro dehou :

2 Hag ean e zigueoras é guenneu, hag hum laquas d’ou quelein, én ul laret :

3 Eurus er ré berr a sperèd, rac Ranteleah en Nean e zou dehai.

4 Eurus er ré a galon vad, rac en douar a vuhé e vou dehai.

5 Eurus er ré e ouile, rac ind e vou disglaharet.

6 Eurus er ré en dès hoant ha séhet d’er santeleah, rac goalhet-veint.

7 Eurus er ré trugarehus, rac ind e gavou trugaré.

8 Eurus er ré glan a galon, rac ind e huélou Doué.

9 Eurus er ré a-beah, rac galhuet veint bugalé de Zoué.

10 Eurus er ré en dés de poéniat dré en arben ag er santeleah, rac Ranteleah en Nean e zou dehai.

11 Hui e vou eurus a pe vehet ansquinet, goal-casset, ha ma vou goal gonzet, é gueu, a han-oh, dré en arben a me c’hanhue.

12 Hum laouénet nezé, ha beét lan a léuiné, rac