Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —



V

Ma lavarent d’ezi : « Deiz mat !
« Deiz mat, plac’hig, ken skanv a droad !
« ’ Vidout eo ken kaer ar bleuniou,
« ’ Vidout e kanomp hor soniou ! »


VI

Hag an heol-sav, ouz he gwelet
Ker koant, ker koant, ’oa souezet,
Ha mezek, me gred, eun tammig,
Trec’het ma oa gand eur plac’hig.


VII

Skanv ha laouen, glebiet he broz
E mesk ar geot, gand ar gliz noz,
O ! m’ho pije gwelet Soazig !
Doue ! koanta m’oa ar plac’hig.


————