Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —


Soazig
————

Ton savet gand an A. Mayet.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \key g \major
      \autoBeamOff
      \time 2/4
      \partial 8*2
      b'8. a16 \time 3/4 d8 cis b a b([ fis]) | \time 2/4 fis4 b8. a16 \break
      \time 3/4 d8 cis b a b a16([ g]) | \time 2/4 fis4 e8 fis
      \time 3/4 g4 a8 b cis b | \time 2/4 a4 fis8 g \break
      \time 3/4 a4 b8 g e g | e4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      E miz mae, pa vez an heol skler, pa gan
      ar vou -- alc’h, an al -- c’houe -- der, E sa --
      vas Soa -- zig, min -- tin mat, Ha bu --
      an ’wis -- kas he dil -- had.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }

I

E miz mae, pa vez an heol skler,
Pa gan ar voualc’h, an alc’houeder,
E savas Soazig, mintin mat,
Ha buan ’wiskas he dilhad.


II

Koef lien war he bleo melen,
Brozig marellet, lerou gwenn :
Ha da redek dre ar parkou,
Da gutuilh a bep tu bleuniou.


III

Skanv ha laouen, glebiet he broz
E mesk ar geot, gand ar gliz-noz,
O ! m’ho pije gwelet Soazig !
Doue ! koantat m’oa ar plac’hig !


IV

Ar c’helien-aour, ar melvennou,
Kenkouls hag an evnidigou,
A zarnije a-uz d’he fenn
Pep-hini gand he c’hanaouenn.