Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —



IV

   Eur c’higer ’zo kriz a galon
   Am c’hemerfe e lec’h eul lon.


V

   Mamm, ma fell d’eoc’h va dimezi,
   ’s eun tavarnour, n’ gomzit ket d’in.


VI

   Eun tavarnour a rafe d’in
   Chom, heb ehan, e stal ar gwin.


VII

   Mamm ma fell d’eoc’h va dimezi,
   Eus eur c’harrer n’ gomzit ket d’in.


VIII

   Gand e vinviou, eur c’harrer
   A vouzarfe tud ar c’harter.


IX

   Mamm, ma fell d’eoc’h va dimezi,
   ’s eur mansoner, n’ gomzit ket d’in.


X

   Eur mansoner, a gêr da gêr,
   Vez’ foueta pri ouz ar voger.


XI

   Mamm, ma fell d’eoc’h va dimezi,
   Eus eur c’halvez, n’ gomzit ket d’in.


XII

   Gand e vouc’hal vras ar c’halvez,
   Am faoutfe, penn-da-benn, ken aes.


XIII

   Mamm, ma fell d’eoc’h va dimezi,
   ’s eul labourer n’ gomzit ket d’in.


XIV

   Bepred er park gant labourer
   ’vit eur vaouez tenna micher.


XV

   Mamm, ma fell d’eoc’h va dimezi,
   ’s eur c’hantonier n’ gomzit ket d’in.