Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

amzer en hudurniez, a wel d’an holl. » Komzou flemmus hag a ziskouez hepken imor fall eur skrivagner ! Emil Souvestr a laka war ar memes renk Brest en amzer m’oa gouarnet mat gant tud a zoare, ha Brest gouarnet gand ar « bleiz » ma voe Yann Bon. En amzer-ze avat, amzer ar Spont-Vras, lakepoded, farserien, loudourenned a bep seurt a oe laosket kabestr ganto.

A dra-zur, ar vourc’hizien didrous, en eur glevet alies youc’hadennou eur vandenn pennou-skanv a zonj d’ezo eo erru an dispac’h. Hirio er c’heariou a zo enno skoliou-meur, pa ziles ar skolaerien leoriou ha mistri evit mont da ober o zaoliou farsus, an dud sioul eus kear a gav abeg ive er c’hoariou-ze a vir outo da gousket.

Ha petra o doa graet ar gwardou war vor ? War diellou kear, hag e lizeri ar c’hount de Roquefeuil da Vinistr ar Vartoloded, e lenner o doa, eun dervez, distaget bar-ti (enseigne) eur perrukenner a oa warnan ar c’homzou-man : « Aman e ves lamet baro ha renket bleo, ha dalc’het kibel ha stoufailh » evit hen staga ouz dor eur bourc’hiz. Heman en doa kavet gwall-abeg enno hag en em glemmet anezo e bodadeg kuzulerien an ti-kear. — Eun dro all, goude beza bet kastizet abalamour m’o doa stlaket re o daouarn da eun dimezell hag a c’hoarie en eun doare dispar en teatr, o doa klasket diarbenn an dud da vont ken d’he zelaou hag oant staget ouspenn da c’hoari saozik (jouer aux barres) en eur youc’hal hag en eur ober trouz dirag an doriou, epad m’edo ar vourc’hizien o vont er c’hoarieldi. — Eun dervez all, e klaskchont distrei ar brenerien diwar tiez marc’hadourien hag o doa gwerzet d’ezo traou kalz re ger ; ha meur a wech e oe diskrouget ganto leterniou ar ruiou.

Ha goude ! Daoust hag evit digoll ar farserez-se n’edo ket o buhez penn da benn gouestlet da zifenn ar vro er mare ma ne veze ket galvet an holl er zervich ? Ha n’eo ket abalamour d’an ofiserien-ze e c’helle ar