Eur skrivagner brudet, Rene de Chateaubriand, a glaskas ive, muioc’h avat, evid ober plijadur d’e dad eget dre c’hoant, mont da zervicha war vor. Dont a reas da Vrest, hag evelse e teue ive d’an aotrou Laporte kemeret preder gantan ; met eur reder oa, ha n’hellas beza dalc’het a zav nemet war gern ar « Be Bras ». E Brest oa troet da uvreal kalz muioc’h eget da labourat.
« Eun dervez, a lavar e-unan en eur skrid hanvet, « Mémoires d’Outre tombe » oan aet da ober eun dro-vale en dianvaes pella deus ar porz, e tu ar mor ; tomm oa an amzer ; gourvez war an aot a rejon hag e kouskis. En eun taol e voen diunet gand eun trouz kaer meurbed : digeri rejon va daoulagad evel ma reas an impalaer Aogust evit gwelet al listri a deir renk rouenvou war o eor dirag ar Sisil, goude m’oa bet Sextus Pompée treac’h d’e enebourien. — Ar peziou kanol ne ehanent da grozal ; ar rad a oa goloet gand al listri ; skouadrenn Bro-C’hall a oa o tistrei goude m’oa bet sinet ar peoc’h… »
Chateaubriand ne dremenas nemed eur miz bennak e Brest. Anzao a ra e-unan, p’en em gavas er porz-man, edo oc’h ober e gresk hag o tont da zen ; e spered a oa taget gand al lennerez fall. Klask a reas koulskoude en eur guitaat Brest kemeret hent ar velegiach ; mont a reas zoken beteg ober e gern. Daoust hag ar zonj-se a oa bet laket en e benn gand an aotrou Laporte ? Marteze.
Ha lavaret a raimp-ni ez ea pep tra evid ar gwella e kear Vrest pa dremene an triouac’hvet kantved ? Nann a dra zur ; arabad e vefe evelkent he zamall e gaou. Ar skrid zo hanvet « Souvenir d’un sans-culotte breton » a gomz d’eomp eus traou iskis ha divalo tamallet d’ar gwardou war vor en amzeriou-ze. Hervez ar skrivagner-ze, « Brest a oa evel kear Gomorrh gwechall, pe evel ar Babylon a zo komz anezi en Apokalyps, hag a dremene he bugale noz-deiz, o