c’heuz gwirion am euz d’ezan rak kollet em beus eur gwir vignon.
Anthony ha va c’hoar a bed ac’hanon da lavaret deoc’h o azaouez (respect) evidoc’h.
Ha me, Aotrou, am eus an enor da veza, gand eur garantez gwirion, ho servicher doujus hag holl ouestlet deoc’h.
Laporte, beleg.
Er bloaz 1776, oa distro Laporte da Vrest ; an daous krid-man tennet eus diellou Lesneven a zo eun testeni eus al labour a reas en eskopti Leon.
« Dre urz an aotrou ’n Eskob de la Marche, an aotrou Laporte eus Brest a zo karget, en deiz-man 24 aviz gouere 1776, da welet ha Jann Morgan Gourmelon, merc’h da Fransez ha da Jann Renea Verdier, o klask mont da Ursulinez e Lesneven, he hano leanez c’hoar Mari-Jesus, hag hi zo galvet da veva er gouent, ha n’eo ket en despet d’ezi ez a da leanez. »
Daou vloaz goude, d’an 9 a viz gouere 1778, c’hoar Mari-Jesus a rea he gouestlou evit mat ; ha dindan an testeni anezo e lenner sinatur an aotrou Laporte.
Er bloaz 1777, Skol ar Gwardou war vor a zigoras adarre e Brest ; hag an aotrou Laporte a oe « karget da guzulia ar Gwardou hag ar Gederien (aspirants) ; hirio e lavarfemp e oe hanvet beleg-aluzenner (aumônier) Skol an ofiserien a vor.