Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

niver, hag ar rann ne oe ket eus an aesa abalamour da eil dimezi ar vamm. Evel a ouzoc’h, an daou vreur Anthony, ginidik eus Castelnaudary, a oa dimezet ar c’hosa anezo, Papoul, d’eun dimezell Bret, hag an eil, Alexandr, d’eun dimezell Laporte. Heman a oa o chom e Castelnaudary. Marteze eo abalamour d’an dra-ze ez eas Glaoda di, er bloavez 1772. Eur skrid dirak noter, hag a zell ouz an digouez (succession), a zesk d’eomp edo Glaoda Laporte d’an unnek a viz meurz 1775 o chom e parrez Sant Mikeal Castelnaudary e bro Languedoc. E-pad tri bloaz e roas retrejou. Digemeret mat e oe gand eskob Sant-Papoul a hanvas anezan zoken kure e Villepint. Dizale e oe kement a zarempred hag a vignoniez etrezo, ma oe dare da C’hlaoda chom evit mat en eskopti ar C’hreis-Deiz. Panevet maro an Aotrou ’n Eskob oa graet an taol. O chom edo e ti e vreur-kaer, hervez eul lizer skrivet gantan da Vrest nebeut goude, da eur familh karget gantan da zioual unan eus e nizezed ; ar lizer-ze a lavar d’eomp ive pegen prederius oa evid ar plac’hig ha pegen kalet e kavas dioueret an aotrou ’n Eskob.

Castelnaudary, ar 4 a viz gouere 1774.

Aotrou,

Meuli ’ran va nizez abalamour d’ar blijadur he devezo o veva ganeoc’h. Ar c’huzuliou hag ar skoueriou mat a gavo en eun ti ken karadek hag hoc’h hini-c’houi, he zikouro da vont bepred war wellaat. Karet a rafen a greiz kalon he gwelet o vont war araok, hag o rei deoc’h dre he zentidigez hag he aked da labourat an dizoan (consolation) a hellit da c’hedal diouti. A dra zur, n’hello nemet beza savet mat o veva gant diou itron ken enoruz evel m’eo an itron ho pried hag an dimezell he c’hoar ; livirit d’ezo, me ho ped, pegen doujus eo va c’harantez evid an eil hag eben…

E Sant-Papoul eo maro an aotrou ’n Eskob ; eur