diouz ho sent (13 sant, 72 den eurus), ha dreis tholl diouz an tadig karet a reomp e c’houel hirio. Lavarit a-unan gantan : « Va C’hompagnunez meurbet ker, savet gant Doue, me fell d’in ho karet bepred. » Karit-hi e kreiz al levenez hag an eurusded ; met ma vez taolet diskred varni, karit-hi muioc’h c’hoaz ; ma vez tamallet e gaou, adarre muioc’h a garantez d’ezi ; ma vez taolet malloz warni, eur garantez vrasoc’h c’hoaz ; ha ma vez roet d’ezhi taol ar maro ra zeuio ho karantez eviti da Veza brasoc’h brasa ; bez ez eo, her gouzout a rit, eus gouenn ar re a varv hag a zao adarre beo-buezek ! » Glaoda Laporte a zalc’ho start d’e Gompagnunez beteg an dervez ma vo dismantret gand ar Pab dre e lizer-berr (bref) Dominus ac Redemptor, rak gouzout a ra ar Pab hepken en deus galloud awalc’h da zevel ha da ziskar an Urziou leaned.
Evelato, n’eo ket hepken pellaat an Tadou Jezuisted an eil diouz egile eo a glaske Lezvarn Veur Paris ; divezet awalc’h e voent ouspen evit goulenn digant pep « profès », pep « coadjuteur », pep « skolastik » toui « ne vevchent mui nag an eil gand egile, nag a unanou, dindan galloud ha reolenn ar Gompagnunez-se he deus kredet staga hano Jezus ouz he hini ; ha toui c’hoaz ouspenn ne rajent mui darempred gant Tad General, pe gant Prioled ar Vreuriez a zo bet hano anezi uhelloc’h, na gant tud all kemennet ganto, na gant nikun eus tadou ar Gompagnunez o chom e Bro-C’hall ». Hag adalek ar bloaz 1762 e klasked o lakaat da ober le dindan boan da veza harluet m’ar d’oant « profès », pe da veza lamet diganto o gounidigez pe o c’hargou tud a iliz m’ar d’oant « skolastik ».
E Bro-C’hall, var 4.000 tad ne oe kavet da doui nemet pemp-war-nugent, a oa anezo : eiz breur, daouzek kelennour yaouank, ha pemp « profès ». Glaoda Laporte a voe eus ar re a jomas sounn en o zav, ken-