Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/66

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 40 —

lavaret eus leor an aotrou A. Brou diwar benn « kompagnunez Jezus » moulet e (ti-leoriou Bloud ha Gay e Paris), hon lakaio da anaout ervat stad Glaoda Laporte en amzer m’eman ar C’houarnamant o tismantra Urz an Tadou Jezuisted e Bro-C’hall (1762).

Seiz vloaz ’zo, en deus en em ouestlet da Zoue, goude beza dibabet e-unan gwella ma helle, ar stad a vuhez a gave ar gwella. Gouestlou bihan en deus, met bez o deus da badout atao da vihana evid ar pez a zell outan. Ar Gompagnunez a hell rei frankiz d’ezan ; ya met ar Gompagnunez hepken ha nann ar C’houarnamant. Koulskoude, pegwir ar barr-amzer ’zo dirollet, daoust ha Glaoda ne c’houlenno ket digand ar Gompagnunez terri an ereou a zalc’h anezan stag outi ? Pell ac’hano ; Glaoda Laporte n’eo ket den digalon na dianaoudek ; karet a ra e Urz. « Rebechou c’houero a zo bet hag a zo breman atao diskanet eneb an Tadou Jezuisted abalamour d’o c’harantez e kenver o breuriez, a lavar an tad Monsabré en eun ober meuleudigez (panégyrique) sant Yann Berchmans ; hag ec’h en em gaver gwalc’het eus an holl gasoni en o enep, pa heller o zamall da veza re zouget d’en em voda an eil en dro d’egile evit gellout en em zifenn. Ma n’eo ket mantrus ! pa sonjer eo tud hag a zo en em werzet da unvaneziou mezus evit klask diskar an urz vat etouez an dud, o deus ar muia kasoni outo hag a gred ober d’ezo ar muia rebechou. Staget gand o youlou milliget ouz breurieziou diwar an diaoul, a laka da lugerni dirag o daoulagad enoriou hag arc’hant a fors, arc’hant an holl da grabanata, e kredont c’hoaz tamall al leaned da gaout eur garantez direiz evid o C’hompagnunez, eur Gompagnunez mamm da gemend all a dud kalonek ha da gemend all a zent ! Penaoz, tadou meurbet karet, beza digarantez evid eun Urz ken karget a c’hloar hag a vadoberou ? Ha ! bras meurbet e vije ho tianaoudegez ! Kendalc’hit eta da gemeret skouer