Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

lakent anezan da egari. Koulskoude evit tizout ar Pab oa ret bresa korfou e soudarded wella ; hag e tremenas warno en eur deurel a bouez penn ar youc’hadenn spontus : « Ecrasons l’infame ». Kerkent, ha goude ma oe diskaret an Urz, d’Alembert a skrive da Voltair, d’ar patriarch iskis aet da jom da Ferney : « Evidon-me, emezan, pegwir breman e roan liou roz da bep tra, me wel ac’han ar Jansenisted o kaout eur maro kaer er bloaz a zeu, goude beza laket o-unan an Tadou Jezuisted da gaout eur maro kriz er bloaz-man ; gwelet a ran ar spered a frankiz o sevel, an Hugunoded o tistrei, ar veleien dimezet, ar c’hadoriou kofez bruzunet, ar c’hredennou diboell aet gand an avel,(evito, an dra-ze oa ar religion gatolik). Gwelet a reer breman penaos e torras gand ar skuisder, tregont vloaz diwezatoc’h, war chafodou an Dispac’h, ar barr-amzer a oa bet c’hoezet gant Voltair.

Koulskoude, an Tadou Jezuisted a oa tud da harpa ouz eun taol amzer. Siouaz d’ezo ; Daoust m’oant bet tamallet gant Pascal da nevezi lezenn ar furnez ha d’he lezel da laoskaat, ne oent ket laosk awalc’h c’hoaz evid ar roue hag an itron Pompadour, d’ar mare-ze holl-c’halloudek er palez. E leac’h klask tremen diouto, en eur rei ar peoc’h d’o c’houstians, an tadou Pérusseau ha Desmaretz o devoe zoken an hardisegez da bellaat Loïz XV diouz ar zakramanchou.

An tad de Sacy, dreist holl, ne fellas ket d’ezan rei an absolvenn d’an itron Pompadour hag a lavaras d’ezi distrei da gaout he fried. (Hi he-unan he deus diskleriet kement-man en eul lizer skrivet ganti d’ar Pab evid en em glem !). Lez ar roue a yeas neuze a du gand enebourien ar Jezuisted ; ha d’ar c’henta a viz ebrel 1762, daoust d’an ali roet gand eskibien Bro-C’hall o doa embannet holl nemet c’houec’h anezo, oa Urz ar Jezuisted direbech e pep tra, Lezvarn Veur Paris, evid ar pez a zelle outan, a lakeas serra kement skolach dalc’het ganto. La Cha-