Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

lotais a reas da Lezvarn Veur Breiz kemeret skouer diouz hini Paris ; Dudon e Bourdel, Monclar er Provans en em gargas eus eun hevelep kefridi. D’ar 6 a viz eost 1762, Urz an Tadou Jezuisted a oa dismantret e Bro-C’hall. Ar broiou all, kristenien enno ive koulskoude, aliet gant Voltair a gerzas war roudou ar Frans ; hag ar Pab Clement XIV, d’ar 16 a viz eost 1773 a gavas ive oa mat ar pez a oa bet graet eneb ar Jezuisted ; ar pez a embannas dre ar skrid-berr Dominus ac Redemptor. Koulskoude an Urz, ma oa torret er broiou-ze evid eur pennad, n’oa ket kondaonet evid an dra-ze.

Diou Vro hepken, en o fenn daou heretik hag a oa brudet gant tud fall en amzer-ze da veza ive tud a skiant, o devoe aotre ar Pab da zelc’her an Tadou Jezuisted.

Nebeut bloaveziou goude, Frederik II, roue Prus, en eur skriva d’ar 7 a viz gouere 1770 d’ar filozof d’Alembert, a lavare, an ear d’ezan da c’hoapaat : « An den mat a zo o chom er Vatikan, eur c’houriz endro d’e groaz-lez, en deus lezet ganen va Jezuisted karet, gwall gaset en holl broiou all. Anaout a ran o zalvoudegez ; setu perag, e talc’hin an had anezo evit gellout o c’hinnig eun deiz, da gement hini o do c’hoant kaout ar ouenn euz eul louzaouenn ken rouez. » — Rak-se ta, roue ar Prus Frederik II ha Katell II, impalaerez ar Rusi a zalc’has ar Jezuisted en o bro ; ha d’ar 7 a viz eost 1814, Pi VII en eur embann e lizer « Sollicitudo omnium Ecclesiarum » a zavas a nevez ar Gompagnunez en he zav, hag a lavaras : « Tamallet e vemp gant Doue da veza graet eun torfed eus ar re vrasa… en amzer m’eo bag sant Per hejet ha taget gand ar gwall amzer, ma laoskfemp en douar (si nous n’embarquions pas) tud ken krenv ha ken gouiziek da rouenvat, tud hag a deu d’en em ginnig evit terri nerz tarziou eur mor dirollet, gouest da gas ar vag da ober pense hag ar vartoloded da strad ar mor. »