Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/41

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 17 —

Ar zul araok henvel ar mear, ar gevredigez a lake embann an nevezenti e pron an ofern-bred. Neuze ar c’horfou-micher a en em vode evit dibab ar c’hannaded ha rei d’ezo o c’hemennadurez. Tri oa c’hoantek da veza mear er bloaz 1740 : an aotrounez Labbé, Lamothe ha Rabby. Hogen, hervez rollou korf-micher ar berrukennerien, en dervez-se « 10 a viz even 1740 », ar gevredigez pedet d’en em voda, dre urz al letanand, an aotrou Lefaour bet « prévôt » gwechall, o veza n’edo ket al letanand war al leac’h, he deus, he-unan roet da anaout eo an aotrounez Lamothe, Labbé ha Rabby a zo o zri war ar renk evit mont da vear e kear Vrest ; roet he deus ive ar muia moueziou da Laporte ha da Hervieux Lafosse a zo bet karget ganti da vont da deir eur d’an ti-kear, ganto an askrid-man, evit rei o mouez en hano ar gevredigez d’an aotrou Labbé ; ar pez o deus sinet ». Laporte a roas eta e vouez, evel m’oa lavaret d’ezan, d’an aotrou Labbé ; hag heman a oe hanvet mear gant 57 mouez ; Lamothe en devoe 14 ha Rabby 27.

Ar mear nevez araok kemeret e garg a ranke kaout aotre an Evesiad (Intendant), ha diskouez d’ezan eun testeni eus e feiz. D’an aotrou Person e teue rei an testeni-ze. « Ar beleg, e zourn war e galon, goude beta anzavet n’oa ket kar d’ar mear nevez, a ranke toui ec’h heulie heman ar relijion gatolik, apostolik ha romen, oa aketus d’e zeveriou kristen, mat da vont d’an ofern ha da dostaat ouz ar zakramanchou ».

En amzer-ze, her gwelet a reomp dre ar skridou prosez graet gant renerien kevredigez ar berrukennerien, n’helle ket renka bleo an neb a gare. Er vicher-man evel er re all, oa ret deski al labour e doare, ha ne ket diwar fae. Hag ouspenn, labour ar perrukenner, diouz a lavarer, n’oa ket ken aez neuze evel breman. Piou n’en deus ket dalc’het sonj eus skeudennou Loïz XIV, Colbert, Louvois, Racine ? An aotrounez-man a zouge perrukennou a oa bet digaset