Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/42

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 18 —

ar c’hiz anezo gant Binet, barver ar Roue. Daou lur bouez a oa enno, ha graet oant gant bleo melen rodellet en dro d’an tal, a goeze da c’helei ar choug, an diouskoaz hag ar vruched. Ar baro n’oa ket ar c’hiz d’o derc’hel. Eur pouchadik hepken, hanvet « kelienenn ar roue », stag ouz ar vuzel dindan, hag eun netraik a voustachenn, soun an tamm anezi, setu aze ar baro a veze dalc’het ha netra ken.

An triouac’hvet kantved, evel ar c’hantved bras (XVIIet) a zalc’has d’ar gwiskamanchou skedus ha zoken o dougas en eun doare dudiusoc’h. Eur pennadig c’hoaz e padas giz ar perrukennou. Perkukenn ar veleien hag an noblans a oa par da hini Sartine, eur ministr eus an amzer. Ar vedesined a zouge ar berrukenn hanvet « an tri morzol » ; ar zoudarded a oa o hini evel re ar pennou-bagad (brigadier), hag hini ar vourc’hizien he doa henveledigez ouz eur wadegenn. Giz ar perrukennou a dremenas gant Loiz XV. Neuze ar bleo a oe lezet da hiraat ha rannet e teir lodenn : al lostad, ar c’hosteziou, hag ar pouchad. Ret e oe neuze d’ar re o doa bleo rouez ampresti bleo all. Wardro ar bloaz 1740, e kendalc’her da zougen bleo hirlabezet gant poultr. Al lostou zo berr, plansonet e « Katogan » hag eur ruban skoulmet en o beg. Epad an Dispac’h-Vras, ar c’hiz a zo adarre nevezet gant Brissot ha Marat, mistri an dispac’herien. Ar re-man, e leac’h ar bleo rodellet, a zalc’has bleo kompez, ha da c’houdevez, kement hini en deus c’hoant tremen evid eun den a gar e vro a gompezo e vleo war e benn. Setu perag, an holl koulz lavaret, muioc’h avat gand aon eget gant plijadur, a zalc’ho bleo kompez. Unan bennag evelato, tud dispont evel Ance, bourreo Brest, ha Maximilian Robespierre a gendalc’ho da zerc’hel eul lostad bleo war o choug ; « lost bleo Robespierre » a verk, evel a ouzor, kabel (coiffure) ar spontailh m’az oa, hag ive hini an nebeudik mignoned chomet a du gantan beteg ar penn-diveza. Ar Spout-bras (la