Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —

Forestier, o daou ganet e Brest. D’ar 4 a viz gouere 1712, e timezas d’he zriouac’h vloaz d’an A. Julian Le Bret, mestr-perrukenner, mab da Herve Le Bret, aet d’an anaoun, ha da Soaz Bechennec, ganet e Sant-Melani Montroulez, en eskopti Treger, hag e chome Brest abaoue eur pennad mat. Pemp krouadur, daou baotr ha teir merc’h a c’hanas eus an dimezi-ze. An daou baotr a varvas, unan d’an oad a dri bloaz, hag egile d’an oad a drizek vloaz. Chomet intanvez gant teir merc’h, an itron Le Bret a zalc’has perrukennerez he goaz, hag a gasas al labour en dro gant mevelien. Marteze oa ganti e labourat eur perrukenner yaouank, Loïz Laporte, a ioa bet e dad o terc’hel stal win en numero 2 eus an hevelep ru, hag a varvas en hevelep bloavez gant Le Bret. Ar pez ’zo sklear eo, Loïz Laporte a c’houlennas an intanvez yaouank da bried. D’ar mare-ze en doa eiz vloaz war-nugent, hag hi, daou ha tregont. Ar skrid eus o eured a lennomp e kaier parrez Sant-Loïz.

« D’ar 15 a viz mae 1726, an A. Loïz Laporte, « mab major da Loïz Laporte, aet d’an anaoun, ha da Vari Riou, e dad hag e vamm, o chom er barrez-man hag an dimezell Anna Macé, intanvez d’an A. Julian Le Bret, a zo bet eurejet dirag an iliz. O emgleo a zo bet kemeret gant an A. person en deus sinet aman warlerc’h ; o eurejet en deus goude eur re embannou e pron an ofern-bred, ha dispans a zaou re all bet digand aotrou ’n Eskob Leon.

A oa war al leac’h : an A. Raoul Macé, tad an intanvez Le Bret, an A. Chef du Bois Guillou he breur-kaer, ha Mari Nicole Macé, he c’hoar. Mari Riou ha Per Laporte mamm ha breur Loïz Laporte, hag o deus sinet :


« Y. de Kerret,
Person St-Loïz ha priol Brest. »