Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/26

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 4 —

Penanrue », Lars « de » Poulrinou. Pa n’en deze na douarou na leve, ar pez a c’hoarvezas, a lavar an A. Delourmel, gand an A. Le Guen, e veze direnket lizerennou an hano, a deuas er giz-se da veza Le Guen de Neguel. Ar mear a jome e karg epad tri bloaz. Hervez eun emgleo, diou wech war deir, e tlie beza dibabet e-touez kêriz Sant-Loïz, hag ar wech all en tu all d’ar ster, e Rekouvrans. Keit ha ma chomas iliz Sant-Loïz daouhanteret etre beleien ar barrez ha beleien ar c’hloerdi, eo en iliz vihan ar Seiz Sant e veze laket ar mear e karg. Er bloavez 1725, evit prosesion ar Zakramant, meulet ra vezo, renerien kear a gavas an amzer re fall da dreuzi ar Penfeld evit diambrouk ar mear, a ioa en dro-ze eus Rekourans. Ar pez a voe awalc’h evit lakat klask eun ti-kear e tu Brest. Er bloavez warlerc’h e voe fermet evid an dra-ze kenta estach eun ti savet war kae Brest « dirag ar Bloumenn ». Eno, er gampr vrasa, pennou-kear Brest a en em rento epad tregont vloaz evid en em guzuliat, en dro da eun daol goloet gand eur pallenn glaz, gwen an dro anezan, ka skouedou kear broudet warnan. (Histor Doareou Brest, L. Delourmel).

Hogen, d’ar bloavez-se 1726, an A. Roignant, kenta person Sant-Loïz, a oa maro c’houezek vloaz bennag a oa, hag an A. Yvon de Kerret, laket en e leac’h. Bez en devoa evid e zikour eur c’hure, galloud d’ezan da ober pep labour en e leac’h, eun eil beleg karget eus ar sakreteri, ha seiz beleg all, lod galloud dezo da gofez, ha lod all hep galloud n’o devoa ken karg nemet da lavaret an ofern pe da ober avielerien pe abostolerien evid an ofisou.

Er ru a zoug breman hano Marcelin Berthelot, hag a zouge n’eus ket pell c’hoaz hini Sant-Loïz, hanvet er bloavez 1726 ru ar Gordennerez koz (la Vieille Corderie), ez oa e chom en numero 8, eun intanvez Le Bret, Anna Macé he hano plac’h yaouank. Merc’h oa da Raoul Macé aotrou Dubois, ha da Helena Le