Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/25

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 3 —

diabarz ar mogeriou nevez, a oa bet kemeret diwar goust parrez Lambezellec. Dre-ze, aotrou person Sant-Loïz a rankas digoll aotrou person Lambezellec en eur baea evito daou c’hant lur ar bloaz. D’ar c’henta a viz du 1792, an aotrou ’n Eskob de la Bourdonnaie a vennige iliz Sant-Loïz ; ha raktal e oe graet al lidou sakr enni gand ar veleien karget eus ar barrez, hag ive gand ar veleien a oa o peurober o deskadurez evit beza aluzennerien (aumôniers) war al listri brezel, hag a oa o c’hloerdi reizet a-berz ar Roue gand an Tadou Jezuisted.

En amzer-ze ive, kear Vrest a wele kreski he gwiriou. Lizeri, bet er bloavez 1681 digant Loiz XIV, a roe dezi « an diskargou hag ar gwiriou o doa bet diagent ar re gosa hag ar re wella eus keariou Breiz-Izel ». Rekouvrans, d’ar mare-ze eun tammig bourc’h a oe staget ouz parrez Sant-Loïz. Unanet, ne rejont mui nemed eur gear, eur rummad tud reizet gand eur mear, daou zen karget eus reiz-kear, eur prokuler-syndik hag eur grefier, holl hanvet dre votadeg. Al lez-varn, bete neuze e Lokournan a deuas da Vrest. Marc’hajou a oe graet bep sizun da veurz ha da wener, hag eur foar bep lun kenta ar miz. Hag abaoue neuze, kear Vrest he deus an ardemezou (armoiries) a zalc’h atao breman : eul lilien hag eun herminig, war eur skoed daou hanteret e liou glaz hag e liou arc’hantet, ar c’henta : liou Bro-C’hall, hag an eil : liou Breiz-lzel.

Kenta mear Brest a oe an aotrou Lestobec, hanvet da zeiz kenta ar bloaz 1682. Er bloaz warlerc’h e c’helle mont da Stadou Breiz, eur c’hleze ouz e gostez, ha lavaret eno e zonj, met hep gwir da rei e vouez. E garg a vear ne roe ket d’ezan renk e-touez an noblans, met hepken gwiriou eur « bourc’hiz hag a vev evel an noblans ». Gwir en doa da gaout ardemezou ha da lakat ar gerig gallek « de » dirak hano e zouarou pe e di, evel an aotrounez Marion « de