da anaout e ouie lakat an eneou da bignat buan e pazennou ar zantelez. Kaer eo labourat evit delc’her war hent ar zilvidigez an eneou a jom er bed, hag ar beleg a ra al labour-ze gant plijadur ; kaeroc’h eo, hag e levenez a zo neuze hep muzul, pa hell lakat unan pe unan eus an eneou-ze da guitaat ar bed ha d’en em rei holl da Zoue ; ar gwella bleuniou int en e jardin hag e wel anezo gant karantez o kreski evid e Jezuz a gar dreist pep tra. Gwechall an aotrou Laporte a glevas e-unan mouez Doue ouz hen gervel, hag ec’h anavez ar vouez-se a c’halv breman ar re all da ren eur vuhez distag diouz traou an douar.
En eur ger, Glaoda Laporte a zo eur skouer eus ar veleien a gar an izelded a galon, a rea ato gwella ma c’helle al labour fiziet ennan gand ar re o doa galloud warnan.
Ha dreist holl, an den eurus a zo evit pep hini eur skouer eus ar re gaera, pa zinac’h a grenn toui eneb d’e goustians, ha pa ro e vuhez kentoc’h eget nac’h e feiz. War ar poent-se eo evid ar gristenien gatolik evel eur sklerijenn skedus, a ziskouez d’ezo an hent da gemeret, pa glask ar c’houarnamant o lakat da zouja da lezennou disleal. Hogen a beb amzer o deus bet da enebi, ha breman kement a biskoaz.
Ar c’hristen a zo eun dever evitan senti ouz ar re a c’houarn ar vro, non propter iram sed propter conscientiam, da lavaret eo, ne dle ket senti gand aon da veza kastizet, met gand aon da zizenti ouz Doue ha da ober eur pec’hed : « N’eus galloud ebet ha ne deufe ket digant Doue, a lavar an Abostol, hag ar re a c’houarn o deus o galloud digantan. » Doue hepken en deus galloud da lakat harzou da frankiz an den ; na gounidegez, na gwir gaouiad diazezet war ar muia moueziou, na bolontez an holl, netra nemet Doue n’hell lakat an den da zouja d’an den. An den a zo savet ken uhel ma na dle daoulina nemet dirag Doue.