C’hoant en deus en em ouestla da Zoue, hag e c’houlenn digor e ti an Tadou Jezuisted. Lean eo p’eo dismantret e Urz ; ma kar her goulenn e-unan, e vo torret e ouestlou bihan ; gwelloc’h e kav chom evel m’eman ; hag e tinac’h ober eul le a enep d’e Urz. N’hell mui beva evel eul lean, abalamour d’an darvoudou a zigouez, hag e c’houlenn ar velegiach evit gellout kendelc’her da labourat evit mad an eneou. Netra n’hen diarbenno p’eo galvet gant Doue.
O veza m’oa pinvidik e dud ha ma tarempredas e-unan tud a renk uhel pa oa beleg ar gwardou warvor, a oa en o zouez tud yaouank eus familhou gwella Bro-C’hall, en dije gellet kaout da nebeuta eul leve-iliz eus ar re gaera. Nann, p’eo serret skol ar gwardou war vor, e tigemer ar garg izel a zakrist e Sant-Loïz. N’eo tamm ebet touellet gand an enoriou. Koulskoude an deskadurez ne vank ket d’ezan ; skol en deus graet ha leoriou lennegez (littérature) eus ar re wella a zo en e armel. Met goudeze eo war ar skianchou sakr ec’h en em dro. War e lerc’h eus chomet kalz leoriou war an Teoloji, ar Skritur Sakr. Lezennou an Iliz, hag an doare da gelenn ar gristenien ha da hentcha an eneou warzu ar zantelez.
Eur prezeger helavar oa ive ; ar skrid sinet gant Bergevin a zo eun testeni eus e ouiziegez war ar poent-man ; hag e prezegas evit brasa mad an eneou. Araok beza aotreet evit kofez e prezegas d’ar vicherourien, goudeze e kouenchou leanezed. Ar gwardou war vor ha soudarded kear a glevas ive e brezegennou. Hag e gwirionez an aotrou Roull, arc’hbeleg enoret Sant-Loïz Brest, en deus kavet n’eus ket pell, e galatrez presbytal Trebabu eul leor, bet kinniget gwechall, gant soudarded 77et rejimant ar Rouanez, d’o frezeger karet, an aotrou Laporte.
Ar paper kavet e diellou Lesneven hag a zesk d’eomp edo war al leac’h pa gemeras eun Ursulinez genidik eus Brest he dilhad leanez, a ro d’eomp ive