din oa eur japelig gouestlet d’ar Werc’hez. Al lodenn vrasa eus ar veleien a oa tost d’ezi hag a lavare o gousperou. Eur manac’h bennak o doa da lavaret eur breviel dishenvel diouz hini ar re all, a yea hag a deue dre ar baliou a-gostez. An aotrou Girault, beleg-aluzenner leanezed Sant-Fransez, a oa e-unan o lavaret e vreviel e kichen ar poull, e kreiz ar jardin.
A greiz holl, e klever youc’hadennou a dreuz an tennou kanol a veze klevet abaoue ar mintin. Ar re hanvet « sans culOttes » a oa eur vandennad anezo o tostaat d’ar manati. Dont a reont eus iliz Sant-Sulpis, el leac’h m’edo bodadenn o c’hevren (section). Eur marc’hadour gwin, hanvet Prière, en doa bet goulennet lakat ar brizonerien d’ar maro araok kimiad ar zoudarded a youl vat a yea d’an armeou ; ar pez a oe kavet mat gand an holl. Setu i er manati ; ha dizale e weler er prenestier tud diskramailh o sevel o zabrinier hag o fikou da sponta ar veleien. Strafuilhet holl, ar brizonerien a baouez da lavaret o breviel. Aotrou arc’heskob Arles o fed da gaout nerz kalon : « Mar d’eo digouezet evidomp eur ar sakrifis, emezan, trugarekaomp Doue da veza roet tro d’eomp da skuilh hor gwad evid ar feiz. »
Evelkent, al lakepoted evit c’hoaz ne reont nemet gourdrouz ha diskouez an dourn ; lavaret e ve emaint o c’hedal eun dra bennak ; hag ar veleien a stag adarre gand o breviel. Ar C’homplijou zo lavaret eur pennad zo, hag emaint breman gant Matinezou ofis an deiz warlerc’h. Er baradoz eo e lavarint al lodenn ziweza ! Setu eur youc’hadenn all ; muntrerien an abbati a zo o tont. Lazet o doa kenvredeur an aotrou Sicard, pa youc’haz unan eus o mistri, Maillard : « Aman n’eus mui netra da ober, d’eomp da Garmez ! » O youc’hadennou a lavar emaint o tostaat : « Bevet ar Vro ! emezo hag ar veleien « dizent » d’ar maro ! »
Daoust hag ar re-man eo a c’heded ? Ar re digouezet da genta a zilez neuze o frenestier evit mont d’an